An arzour
Yan’ Dargent, arzour dibar
Ul liver breizhat dioutañ e-unan eo Yan’ Dargent. Ganet eo e Breizh, ha koulskoude al lodenn vrasañ eus al livourien awenet gant Breizh zo deuet eus lec’h all. Gant e varr-livañ en deus meulet gweledoù bro Leon, e eskopti genidik, met ivez re gourenez Kraozon. Livet en deus mojennoù e yaouankiz, kinklet en deus meur a iliz ha brudet eo bet evel skeudenner levrioù. Treset en deus gwerennoù-livet ha pladoù feilhañs ivez. Ur c’hrouer puilh eo bet evit gwir.

« E-touez ar milieroù a livourien o deus redet Breizh eus ur penn d’egile e-pad eil hanterenn an XIXvet kantved ez eus gant Yan’ Dargent ur plas dioutañ e-unan, n’eo ket hepken dre e orin leonat, met dreist-holl dre an awenoù divoutin ha dibar eo bet troet ganto. A-hed e dreuz evel arzour ne baouezo ket a ziskouez pegen stag e oa ouzh bro e vugaleaj dre livañ he mojennoù hag he gweledoù. Tostig ouzh ar mirdi gouestlet dezhañ ez eo porzh-iliz Sant-Servez ul lec’h hep e bar a ro tu da gompren temoù e livadennoù relijiel. Dellezek eo Yan’ Dargent, unan eus livourien pouezusañ Breizh, da gaout evezh bras digant ar Bretonezed hag ar Vretoned. »
André Cariou Penn-virour ar glad ha rener kozh mirdi Arzoù-kaer Kemper, istorour an arz, hag en deus skrivet kalz levrioù war al livañ e Breizh.
« Pa gemer ar realouriezh he c’hreñv gant Millet ha Courbet e tiskuilh ‘Ur burzhud gant sant Houardon’, ‘Marv ar barzh diwezhañ’ hag ‘Ar C’hannerezed-noz’ pegen dibar eo Yan’ Dargent. »
Denise Delouche, istorourez an arz, kelennerez skol-veur, skrivet ganti un dezenn doktorelezh war al livourien e Breizh a-raok Paul Gauguin ha meur a levr war istor al liverezh hag al livourien e Breizh.
Eus Jean-Edouard Dargent da Yan'Dargent
D’ar 15 a viz Here 1824 e oa bet ganet Jean-Edouard Dargent e Sant-Servez e Bro Leon.
Ne oa ket tonket da zont da vezañ an arzour Yan’ Dargent e mod ebet. E dad, Claude Dargent, zo eus Lorraine ha kourrezer eo e vicher. E Ti Robée, ur post skemm kezeg, e ra anaoudegezh gant Clémentine, merc’h ar perc’henn, Pêr Robée, hag e timez ganti.
Jean-Edouard n’eo ket daou vloaz pa goll e vamm. Mont a ra e dad da Landerne da sevel ur familh nevez. Savet eo Jean-Edouard gant e dud-kozh hag a ra Yann dioutañ kredapl. Deskamant zo roet dezhañ gant e donton Thomas Robée, skolaer e Plouared, ha goude e Skolaj Leon e Kastell-Paol.
Labour e kav en ur stal labourioù publik e Brest. En dro da 1844 emañ o chom e Troyes lec’h m’eo implijet da sevel un hent-houarn. Neuze e teu da vezañ kamarad gant al liver gweledvaour Jules Schitz, kelenner ha rener skol tresañ ar gêr. Azalek neuze e klask bevañ diwar e greion hag e varr-livañ.

An Araokadennoù war-raok © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

Saint Houardon HSB © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec
Liver mojennoù Breizh
Azalek 1850 e tiskouez taolennoù inga l er Saloñs e Pariz. Ur pezh darvoud eo ha dibabet pizh e vez an oberennoù diskouezet eno. A-benn ar fin e sach evezh ar publik e 1859 gant an daolenn Sant Houardon, prenet gant an impalaer Napoleon III ha fiziet nebeut goude e iliz nevez Landerne.
Goude, e 1861, ez eo ar C’hannerezed-noz a blij d’an dud, da Théophile Gautier end-eeun : ar bloaz goude eo diskouezet e Londrez ha gwerzhet e Bro-Skos. Taolenn vrudetañ an arzour eo hiziv, dreist pep tra evit ar gwez a zo stummoù tud pe anevaled spontus dezho. Ar bloavezhioù diwezhañ eo bet diskouezet e Pariz (e Palieroù broadel ar Palez Bras e 2006-2007, « Ur wech e oa Walt Disney, da awenoù arz ar studioioù Disney »), e Lille (e Palaez an arzoù-kaer e 2022, « Ar c’hoad hud »), e Landerne (er C’hef Hélène hag Edouard Leclerc e 2023, « War roudoù Tolkien ha faltazi ar Grennamzer, livadurioù ha tresadennoù John Howe »)…
Ur skeudenner brudet
N’eo ket diwar livañ e c’hounez Yan’ Dargent e vuhez met diwar skeudenniñ levrioù eo ez eo. Unan eus brudetañ skeudennerien eil hanterenn an XIXvet kantved eo. Azalek 1856 e weler e anv ingal erc’hazetennoù skeudennet : Le Magasin catholique illustré, La Vie à la campagne, Le Magasin pittoresque, La Chasse illustrée, le Tour du monde, la Bibliothèque des merveilles, le Musée des familles…
Goude, azalek 1863, e vez skeudennet gantañ levrioù e-leizh hag a bep seurt : kontadennoù, ledañ skiant, relijion, istor… Skeudenniñ a ra e-unan un hanter-kant levr, pezh zo ouzhpenn pemp mil tresadenn, hag e tegas e lod da skeudenniñ kant hanter-kant levr all. Fonnus eo e labour evit gwir ha klask a vez warnañ. Skeudenniñ a ra kontadennoù Grimm, Andersen, Perrault, Laboulaye pe Assolant, lec’h m’en em blij o tresañ bugale ha gwez.
Dalc’het eo bet anv ar skeudenner Gustave Doré gant an istor p’en deus treset e-kichen ar brasañ skridoù : Rabelais, Don Quichotte, ar Bibl… Doré a ra berzh gant embannadur An Ifern gant Dante e 1861 met gortoz a ra 1868 evit lakaat da embann div lodenn allan Divina Commedia gant Dante, Ar Purgator hag Ar Baradoz. Dargent n’en deus ket bet c’hoantoù ken uhel ha Doré, pe e embannerien n’o deus ket bet anezho evitañ. Koulskoude e c’hoari outañ gant e Divina Commedia embannet gant ar baotred Garnier e 1879 e galleg, goude e 1888 e spagnoleg hag e 1908 e brazilianeg. Eus ar c’haerañ eo ivez e dresadennoù evit La Vie des Saints gant an aotroù ‘n eskob Paul Guérin, e 1884.

Divine Comédie Dante © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

La Mort de Salaün ar Foll, 1895. Huile sur toile, 250 x 500 cm. Collection musée Yan’ Dargent à Saint-Servais © Albert Pennec
Liver oberennoù sakr
En 1865, Yan’ Dargent achète une maison au Kreac’h Andre à Saint-Pol-de-Léon, où son épouse, Eugénie Mathieu, musicienne est le plus souvent.
E 1869 e stag da ginklañ chapel Sant-Servez : livadennoù war voger, tresadennoù evit ar gwerennoù. E gartenn vizit e vo evit ur roll kinklañ kalz brasoc’h : livadennoù war voger iliz-veur Kemper, graet eus 1871 da 1883. Estreget iliz ha chapel Sant-Servez, iliz-veur Sant-Kaourintin e Kemper, e ra livadennoù war voger, livadennoù eoul war lien pe tresadennoù gwerennoù evit meur a iliz all. Prosesion ar sent e iliz Sant-Houardon e Landerne, nevezklasel ar stil anezhi, a ziskouez ar c’hoant da sevel un oberenn vras.
Evit diskouez pennoù meur ar feiz e Breizh ez eo Yan’Dargent dioutañ e-unan ar muiañ : e-touesk livadennoù war voger Kemper e chomomp estlammet dirak an Tad Maner o kaout donezon ar brezhoneg, Dom Mikael an Nobletz o prezeg e Breizh, Sant Kaourintin a sant Primel bamet o komz asambles. E Sant-Servez ez eo Marv Salaün ar Foll eus ar c’haerañ ivez
Livour gweledvaour e Breizh
E 1885 e varv e dad-kaer hag e wreg o daou.
Neuze e vez raloc’h dezhañ mont da Bariz. Tresañ a ra e Brezal e Sant-Servez, war arvor bro Leon pe e gourenez Kraozon, hag adkemper e studiadennoù en e atalier goude.
An temoù hag ar patromoù a vez alies ar memes re : bugale o c’hoari war dornaodoù, gwez, dizreiñ eus ar parkeier, oabloù arneñv. E weledvaoù a ziskouez pegement e kar Breizh.

Rentree du troupeau sous un ciel d orage HD © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

E zibarded anavezet a nevez
Pa varvas e voe douaret e Sant-Servez. Goude-se e kouezh en disoñj.
Distrujet pe adlakaet e voe livadurioù relijiel. Adkavet e oa bet tamm-ha-tamm Yan’ Dargent gant un dezenn gant Denise Delouche gouestlet da Livourien Breizh a-raok Gauguin, e 1975, gant un diskouezadeg levrioù skeudennet kinniget gant Jean Berthou e Levraoueg kêr Vrest e 1976, un diskouezadeg vras e Landerne e 1989, digoradur ar Mirdi Yan’ Dargent e Sant-Servez e 1991 diwar intrudu Jean Berthou hag ar c’huzul-kêr, un diskouezadeg e Mirdi Arzoù-kaer Kemper e 1999.
Hiziv a-benn ar fin ez eo karet d’e dro gant ar Vretoned an hini en deus meulet kement mojennoù ha gweledvaoù e zouar genidik.
expo YD illustrateur de livres BM Brest 1976 © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec