Skip to main content

Abadennoù a bep seurt a vo a-hed an hañv

SADORN 5 A VIZ GOUERE da 6e : digoradur. Digor d’an holl. Kinniget e vo an diskouezadeg Yan’ Dargent ha
kevrin Breizh gant Ronan Hirrien, prezidant kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent.

MERC’HER 16 A VIZ GOUERE da 2e : redadeg-reteriñ evit ar grennarded, un dro 2 eurvezh. Tri e pep strollad, azalek 10 vloaz (9 bloaz mar bez tad pe vamm gant ar bugel), gant ur pellgomzer dre ret e kement strollad. Ur c’hit da loc’h (kartenn, nadoz-vor, dour ha briochenn) a vo roet da gement strollad. Lakaat e anv ha kaout titour dre bostel

animationstservais@gmail.com pe war al lec’h eus 1e da 1e45

GWENER 1añ A VIZ EOST
da 2e30 : gwelet an diskouezadeg dre lenn pennadoù eus levrioù Philippe Le Guillou, kinniget gant Ronan Hirrien, e kenlabour gant rouedad Mediaouegoù Bro Landivizio. REIÑ HERVEZ E C’HOANT.
da 8e30 : sonadeg gant an Duo Aliquot en iliz REIÑ HERVEZ E C’HOANT, evit ar mirdi Yan’ Dargent. Simona ha Gheorghe Balan (violoù karantez) a sono oberennoù savet gant Anton Huberty, Louis Toussaint Milandre, Karl Zöller, Hans Vermeersch, Karl Stamitz, ha Jan Kral.

YAOU 7 A VIZ EOST
da 2e30 : gweladenn e brezhoneg er mirdi Yan’ Dargent hag er c’hloz-iliz, gant Ronan Hirrien.
REIÑ HERVEZ E C’HOANT

da 6e30, Philippe Le Guillou a lenno e skridYan’ Dargent et le mystère breton ar-raok rur
sonadeg gant Anne AuffretYan’ Dargent et le mystère breton, kan ha telenn, en iliz.
REIÑ HERVEZ E C’HOANT.
Awenet gant kevrin Breizh – gweledvaoù, mojennoù ha sent – ez eo ar sonadeg-mañ ur veaj war un dro er c’han hengounel hag e oberenn Yan’ Dargent. Da bep gwerz pe gantik e vo diskouezet skeudenn un daolenn gant Yan’ Dargent.

SADORN 20 HA SUL 21 A VIZ GWENGOLO : Dervezhioù Europa ar Glad. Gweladennoù heñchet digoust eus 2e da 6e.

Ouzhpenn.
A-hed an hañv e kinnig deoc’h mediaouegoù Kumuniezh Kumunioù Bro Landi
dizolein oberenn Philippe Le Guillou da geñver an diskouezadeg Yan’ Dargent ha
kevrin Breizh : lennadennoù, levrioù war-wel, ul levrig evit al lennerien yaouank… Evit gouzout muioc’h : mediatheques.paysdelandi.com

Mirdi arzoù-kaer Kemper - Ar C’hannerezed-noz - Yan' Dargent

Les Lavandières de la nuit, 1888 Huile sur toile,
75 x 151 cm Musée des beaux-arts de Quimper
© Musée des beaux-arts de Quimper

https://www.musee-yandargent.bzh/wp-content/uploads/2025/07/Depliant_Musee_YanDargent_Recto_VDEFDEF-2.jpg

https://www.musee-yandargent.bzh/wp-content/uploads/2025/07/Depliant_Musee_YanDargent_Verso_VDEFDEF.jpg