En hañv-mañ, eus ar 4 d’an 20 a viz Gwengolo e kinnig ar Mirdi Yan’ Dargent an diskouezadeg » Yan’Dargent en e vro, e Leon » : Yan’ Dargent en e vro c’henidik, lec’h m’en deus bevet, el lec’hioù en deus livet ha gant an dud kar ha nes dezhañ en XIXvet kantved.
Lenn Brezal a weler e div daolenn : unan zo d’hor mirdi, eben » E lost lenn Brezal e Sant-Servez zo prestet gant mirdi Arzoù-kaer Roazhon.

» E lost lenn Brezal e Sant-Servez » © Mirdi Arzoù-kaer Roazhon – foto Jean Manuel Salingue

Poltred Fañch an Uhel © mirdi ar Jakobined e Montroulez – foto Isabelle Guégan- inv 43
Diskouezet e vez ivez piv e oa kerent, mignoned ha darempredoù Yan’ Dargent. Ur poltred livet gant Yan’ Dargent eus Fañch an Uhel– ha prestet gant mirdi arJakobined e Montroulez – a zegas da soñj e oa bet an dastumer gwerzioù, sonioù ha kontadennoù ur c’hamarad bras da Yan’ Dargent azalek o bugaleaj.
Dielloù dianav a ziskouez labour spered tud tost da Yan’ Dargent. Gwelet a reer kopiennoù skridoù-muzik gant Eugénie Mathieu, gwreg Yan’ Dargent ha mignonez da Franz Liszt, had a vez skeudennet gant Yan’ Dargent a-wechoù ivez. Gwelet a reer ivez un eil skrid eus an Dictionnaire français-celtique et celtique-français des arts et métiers anvet alies Geriadur Brezal, hag a oa skrivet gant Jean-Marie Le Thomas, kenderv da dad-kozh Yan’ Dargent, Pêr Robée, ha skolaer da Yan’ Dargent ha Fañch an Uhel : prestet eo an dornskrid-mañ gant levraoueg Skol-Veur Roazhon.
En tu all da vuhez an arzour genidik eus Sant-Servez e ro tro an diskouezadeg da welet petra oa ar vugaleaj hag ar vuhez pemdez en ur gumum war ar maez e Leon en XIXvet kantved.