Skip to main content
Daremprediñ
FR | BZG | EN | IT

 

Evit kement abadenn a-hed an hañv e ro pep hini un tamm arc’hant DIOUZH E C’HOANT.

SADORN 4 A VIZ GOUERE da 6e : Digoradur an teir diskouezadeg « Yan’ Dargent en e vro, e leon » , « Alain le Nost e bro ar porzhioù-iliz » ha  » Roger Moizan : en em gavout gant an eneoù », digor d’an holl.

 

GWENER 17 A VIZ GOUERE da 6e30 : Sonadeg gant an Duo Aliquot, Simona ha Gheorghe Balan, ouzh ar bioloù Karantez. En illiz

 

SADORN 18 A VIZ GOUERE da 3e : Prezegenn e galleg gant André Croguennec Yan’ Dargent e dad-kozh, eus Brezal da Blouared.

 

MERC’HER 22 A VIZ GOUERE da 3e : Edmonde Le Nost ha Roger Moizan a zispleg an dislkouezadegoù Alain le Nost e bro ar porzhioù-iliz ha Roger Moizan : en em gavout gant an eneoù.

MERC’HER 19 A VIZ EOST da 3e : Edmonde Le Nost ha Roger Moizan a zispleg an diskouezadegoù Alain le Nost e bro ar porzhiou-illiz ha Roger Moizan : en em gavout gant en eneoù.
GWENER 21 a viz Eost da 3e : gweladenn e brezhoneg er mirdi hag er porzh-iliz gant Ronan Hirrien, prezidant ar gevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Darent.

GWENER 21 a viz Eost da 6e30 : Sonadeg gant Marthe Vassallo « E gweledvaoù Yan’ Dargent ». Un abadenn awenet gant taolennoù Yan’ Dargent ha kanet gant unan eus kaerañ mouezhioù ar sonerezh e Breizh hisiv. En iliz.

 

SADORN 19 ha SUL 20 A VIZ GWENGOLO : Dervezhioù Europa ar Glad. Gweladennoù heñchet digoust et mirdi hag er porzh-iliz, eus 2 eur da 6 eur.