Skip to main content
Daremprediñ
FR | BZG | EN | IT

Taolennoù bras int, awenet gant ar feiz kriste, ha livet gant an arzour en e yaouankiz dreist-holl. Re all a ziskouez gweledvaoù e Breizh. Al livadurioù-mañ zo bet prester gant an Dalch’had sevenadurel. Le Nost.

Ganet e oa bet Alain Le Nost e 1934 e Gwengamp. E 1952 e oa aet war ar vicher arzour-liver azalek e oberenn gentañ livet gant eoul-livadur. E vicher nemeti eo bet. Puilh eo e oberenn hag awenet gant traoù ha broioù a bep seurt, eus hengounioù Breizh d’ar C’hornôg bras amerikan pe Venezia.

An teknik a zo bet plijet ar mulañ dezhañ eo an eoul-livadur war lien lin. E ouzhpenn kant diskouezadeg war e anv hag e lec’hioù bras ez eus bet degemeret-e-leizh a dud : Brusel, Pariz, Munich, Zürich, Genève, meur a virdi hag a lec’h brav e Breizh, kement-mañ ouzhpenne balier-atalier dezhañ bet digoret e-pad hanter-kant vloaz.

Marvet eo Alain Le Nost e 2023. Bet eo ur mignon mat d’ar Midi Yan’ Dargent lec’h m’en doa diskouezet oberennoù dija e 2005.

 

Diskenn eus ar groaz ©Alain Le Nost- ADAGP

 

Parkadoù ed e miz Gouere e Merleag © Alain Le Nost- ADAGP