Kinniget e vez d’ar weladennnerien ul levrig obererezhioù en-dro d’an diskouezadeg Yan’ Dargent ha kevrin Breizh. Un abeg ouzhpenn da welet an diskouezadeg gant e familh !
Evit ambroug ar re yaouankañ (hag ar re vras ivez) war roudoù Yan’ Dargent e vez profet dezho ul levrig obererezhioù.
Sachet e vez evezh ar weladennerien ouzh taolennoù Yan’ Dargent a-drugarez da obererezhioù a bep seurt : ijin divizoù, brastresañ ur poltred, adkaout gerioù alc’hwez en-dro d’ur bennoberenn livet gant an arzour, ober ur jedadennig, sikour ur vuoc’h da vont e-maez eus ur milendall, diluziañ ur gudenn, adkaout elfennoù a ya d’ober un daolenn, disifrañ ur c’hemennad rineget, ober ur miltamm…
A-hed ar pajennoù e vez skoet daoulagad ha memor ar re yaouankañ hag ar re vras gant ar gweledvaoù hag ar mojennoù livet gant Yan’ Dargent.

Al levrig c’hoarioù-mañ zo bet graet gant rouedad mediaouegoù Bro Landi, gant souten kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent. Kavet e vez e mediaouegoù Bro Landi* hag e Mirdi Yan’ Dargent. https://mediatheques.paysdelandi.com/cms/articleview/id/1268
*Mediaouegoù Bro Landi : Bodiliz, Kommanna, Gwiglann, Gwimilio, Lambaol-Gwimilio, Landivizio, Gwikar, Gwikourvest, Gwineventer, Plouvorn, Gwitevede, Sant-Derc‘hen, An Dre Nevez, Sant-Servez, Sant-Nouga ha Sizun.