Ar porzh-iliz
En iliz hag er chapel eus ar XVIIvet kantved ez eus meur a oberenn gant Yan’ Dargent. Lod eus an oberennoù-mañ oa bet lakaet e plas gant an arzour e-unan, lod all zo bet prenet nevesoc’h zo. Er chapel emañ ivez klopenn Yan’ Dargent, miret en ur voest zink plomet. Harp ouzh ar chapel emañ bez an arzour er vered.
Ar porzh-iliz zo bet adlakaet e ratre gant ar gumun, sikouret gant meur a ensavadur : Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel DRAC, an Diazezadur glad, Rannvro Breizh ha Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed. Meur a livadenn zo bet nevezet ivez.
Taolit evezh : En iliz e kaver daou stumm eus Mojenn Marv Salaün ar Foll : ul livadenn bras-divent, bet graet evit chapel Sant-Servez, hag ul livadenn bihanoc’h, bet diskouezet er Saloñs e 1895.

E bourk Gwimilio, e bro Landivizio, emañ ar CIAP, kreizenn intent an arkitektouriezh hag ar glad, » ar perzhier-iliz » hag a zo digor abaoe ar 26 a viz Ebrel 2018. War 150 m² e tiskuilh ar CIAP istor ha pinvidigezhioù ar perzhier-iliz d’an dud entanet koulz ha d’ar re n’ouzont ket kal. 7Kinning a ra d’an dud eus ar vro koulz ha d’an douristed splujañ e oadvezh aour Breizh, er 16vet hag er 17vet kantved.