Skip to main content

Mignoned Mirdi Yan’ DARGENT eus SANT-SERVEZ zo bet bodet evit emvodoù meur ordinal ha dreistordinal d’ar gwener 11 a viz Ebrel 2025 da 6 eur d’ar pardaez er sal Ti Leon (sal ar c’huzul-kêr) e Sant-Servez

E-pad an emvod meur dresitordinal-mañ he deus degemeret kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent statudoù hor c’hevredigezh abaoe he c’hrouidigezh d’an 21 a viz Even 1989. A-drugarez d’an adaozañ-mañ ez eus bet gellet ledanaat ar burev, anvet kuzul Merañ bremañ, ha kaout statudoù urzhiet gwelloc’h hag a glot gant gwirionez hor mont en-dro hag hon obererezhioù.

Mignoned Mirdi Yan’ DARGENT Statudoù2025

Deuit ganeomp e kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent. Oc’h emezelañ e sikouroc’h da :

– Pinvidikaat dastumadoù ar Midi Yan’ Dargent, miret anezho, ratreañ anezho,studiañ anezho hag ober e seurt ma vint gwelet gant ar publik ;

– Aesaat an enklast ha brudañ ar ouiziegezh war Yan’ Dargent hag e en-dro arzel ;

– Talvoudekaat an oberennoù graet gant Yan’ Dargent ;

– Enskrivañ ar Mirdi er rouedad sevenadurel rannvroel ha dont da vezañ un oberer anavezet ;

-Krouiñ ur c’hinnig sevenadurel er vro.

follen emezelañ 2025